Tennet eo stumm an oralbom eus labourioù Philippe Boisseau : en ur gemer harp àr ur listennad gerioù diazez hag ur brogresion sintaksel e vez skrivet en-dro testenn un albom en ur sintaks azasaet, tost a-walc’h d’ar yezh komzet.
Reolennoù strizh zo evit azasaat un destenn hag evit kement-se emañ ret kemer harp àr teulioù zo ijinet gant Philippe Boisseau da gaout amañ un tamm pelloc’h war
e http://www.langage-en-maternelle.fr/ evit gouiet pelloc’h a-ziàr ar labour a vez graet tro-dro d’un oralbom.
Meur a daol esae zo bet graet e brezhoneg hag a gavoc’h amañ :
1. Testennoù en ur sintaks azasaet
An testennoù-mañ eo bet azasaet o sintaks gant meur a gelenner disheñvel. Evit lod anezhe n’int ket bet implijet er c’hlas. Un diazez a c’hell bezañ, hep ankouaat teurel ur sell war an teulioù teorikeloc’h kinniget e brezhoneg ha kempenn ur labour a-zevri dre atalieroù-yezh ; ne dalv ket an oralbomoù nemet gant ar labour war ar yezh savet gante.
2. Ur rann-deskiñ klok
Ur rann-deskiñ klok savet o tiazezañ diwar labourioù Boisseau, testenn, danvez atalieroù-yezh, c’hoarioù... a-ziàr "ar yar vihan ruz"Ar yar vihan ruz
3. Da lenn a-raok kregiñ
Kinniget eo deoc’h troidigezh ar listennad 2 500 ger kinniget gant Philippe Boisseau. Ar listennadoù orin zo da gaout war http://www.langage-en-maternelle.fr/.
Ur brogresion sintaksel zo da heul da azasaat hervez live ho skolidi.