C’hoarioù evit frammañ ar yezh e kelc’hiad 3

, par  Gwenn Vorc’h

Lakaat ar skolidi da gomz etreze a c’hell bezañ graet dre ar c’hoarioù.

Ur wezh ma ouiont c’hoari e c’hell ar skolidi bezañ emren ha c’hoari etreze p’o dez echu o labour pe en arbenn ag atalieroù-tro.

Un nebeud c’hoarioù zo kinniget deoc’h amañ edan.

Gallout a rit ivez mont da welet ar c’hoarioù kelc’hiad 2.

 - An amzer

Frammañ ar yezh ha pleustriñ war an displegadur.
Sevel frazennoù o tiazezañ diwar kartoù an amzer, kartoù verboù ha kartoù adverboù,

Ur filmig da welet Kelc’hiad 3 – filmoù ar c’hoarioù

 – Chuchumuchu

Lakaat da zivinout ur ger hep lâret gerioù arall.

Ur filmig da welet Kelc’hiad 3 – filmoù ar c’hoarioù

 – Petra am eus dibabet ?

C’hoari daou-ha-daou. Lakaat da zivinout un dresadenn en ur sevel goulennoù. Awenet gant ar c’hoari "Piv eo ?".

 – An aotrou Frifurch

Evit divinout gerioù gant termenadurioù. Labourat war ar ster empleget. Daou live c’hoari zo.

Ur filmig da welet Kelc’hiad 3 – filmoù ar c’hoarioù

 – Mont e vakañsoù

Implij « Plijout a ra da... » en ur c’hoari.

 – Ar breur gevell

Implij ar stumm nac’h en ur c’hoari.

 – Ar miltamm

Adsevel ur miltamm en ur sevel goulennoù pe en ur zeskrivañ.

Navigation