Stalioù-labour skol-vamm

, par  Gwenn Vorc’h

Ur c’hinnig gant Patrick Béchard.

Stalioù-labour emren hiniennel a gemer skouer diwar ar bedagogiezh a vez graet Montessori anezhi en ur c’hlasad skol-vamm divyezhek 4 live dezhi, gant ur skoazellerez-vamm o teskiñ brezhoneg.

Gant ar programmadur hag ar mont war-raok kinniget amañ, n’eo ket un dro mod Montessori rik a zo bet lakaet e pleustr er sal klas.

Da lenn kentañ : an diell "stalioù labour", lec’h ma tispleg P. Béchard diazez e labour ha penaos krog e-barzh.

Navigation