Kan ar Bobl 2020

, par  Gwenn Vorc’h

Tolpad diwezhañ Kan ar Bobl a vo e Pondi d’an 2 ha d’an 3 a viz Mae 2020.

D’ar skolidi a gemer pezh en tolpadoù e vez kinniget deskiñ ur ton da ganañ war-un-dro dañsal. Lakaet e vo ar vugale da ganañ asambles en tolpadoù hag er gourfenn e Pondi.

Testenn ar sonenn a vez kinniget gant skeudennoù, aes da gompren evit ar skolidi yaouankoc’h.