Skolinux

, par  Jérôme Palud

Skolinux zo un dasparzh evit ar skolioù divyezhek. Staliañ a ra en un taol ar peadra ret evit ober er c’hlasoù eus ar re vunut betek ar re CM. Digoust eo. Pep tra ’vez kavet e-barzh, meziantoù embannet gant TES e brezhoneg evel-just, ar Gcompris liesyezhek (ar stumm 0.96 c’hoazh, mes ar stumm 0.97 difaziet vo o tont a-benn nebeut), libreoffice, scratch, minetest ha me-oar-me : deoc’h-c’hwi da vont da zizoleiñ bremañ, ha da staliañ an dasparzh-se evit ho skolidi.
Mont da welet war Webklas