Bemdez, skriv testennoù berr e brezhoneg

, par  Gwenn Vorc’h

Skriv bemdez a sikour gant ar skolidi resisaat o soñjoù, diorren o ijin, dispakañ o fromoù, frammañ ar yezh, bout emren.

Petra skriv ?

Ar skridoù berr a zo skridoù hiniennel, etre 1 linenn ha 5 linenn e kelc’hiad 3, savet a-ziwar ur soñj entanus evit ar skolidi.

1- Skridoù labour
Gellet a ra ar skolidi skriv war-un-dro labourat e kement danvez zo : kompren petra eo ar bed, skiantoù, istor/geografiezh, sportoù, arzoù, matematikoù, yezh...
Liesseurt eo an oberiantizoù : respont d’ur goulenn, sevel ur goulenn, skriv ur vartezeadenn, deskrivañ ur blantenn er c’hlas, displegañ un destenn, sevel ur sintezenn...
Da skouer, ingal e c’hell skriv ar skolidi kelc’hiad 2 gant harp Dizoleiñ ar bed (TES). Degouezhioù arall a zo kinniget e-leizh e-barzh an teuliad " Skridoù labour".

2- Skridoù lennegel
Mard eo pouezus-pouezus lakaat ar skolidi da skriv ingal pa vezont o labourat war un dra bennak, emañ just ken pouezus o lakaat da skriv evit... skriv ! Evit ar blijadur da c’hoari gant ar gerioù, ar soniadoù, ar frazennoù, ar blijadur ivez da zispakañ e soñjoù, da ijinañ ha da lâret pep e destenn d’ar re arall. C’hoazh ur wezh ez eus soñjoù e-leizh evit krog e-barzh. Un toullad anezhe a vez kinniget e-barzh an teuliad "Skridoù lennegel".

Penaos skriv ?

Diaes e seblanta bout lakaat ar skolidi da skriv e brezhoneg meur a wezh : mankañ a ra gerioù dezhe, ne ouiont ket frammañ frazennoù reizh, koll a reont kalon fonnapl peogwir emañ re start evite mont a-raok.

Just a-walc’h, un disoc’h anezhe zo kemer hent ar skridoù berr. Setu un nebeud alioù evit dont da benn :
– Skriv bemdez (3/4 gwezh ar sizhun d’an nebeutañ) : ur lid eo.
– Kaout ur c’haier a-zevri evit skriv tout an testennoù (labour pe lennegel).
– Skriv war ur linenn a-ziwar 3 ha war ur bajenn a-ziwar 2 : lec’h zo neuze evit difaziañ ma’z eus afer !
– Krog atav gant ur lodenn dre gomz.
– Lakaat ar skolidi da lenn o zestennoù.

N’eo ket ret difaziañ tout an testennoù seul taol : ar pezh a ranka bout embannet, (skourret, kaset d’ar gêr, lakaet er c’haier labour...) a ranka ivez bout difaziet.
Ha mod arall... n’eo ket ur gudenn ma chom fazioù e testennoù ar skolidi skrivet a-barzh o c’haier skriv.

Mes evit skriv o dez afer ar skolidi kemer harp war dielloù skrivet e brezhoneg, testennoù pe bommoù testennoù, anavezet mat-tre dezhe : an destennoù da zaveiñ int. E-barzh an dielloù-se e c’hella ar skolidi kaout ar gerioù, ar stummoù o deus afer anezhe evit dispakañ o soñjoù.

Evit mont pelloc’h

– Dielloù dedennus ha pinvidik a gaver war Eduscol a-ziwar produiñ skridoù, ha pa vehe evit ar c’helc’hiad 2 pe ar c’helc’hiad 3.
– Ur prantad produiñ skridoù e galleg a-ziwar "un istor teñval-teñval" da gaout war lec’hienn BSD/Canopé. Gwelet e vez mat-tre ar mont-en-dro ha pouez an testennoù da zaveiñ. Gellet a ra bout treuzkaset e brezhoneg.
– Un diell "skrivañ diwar patromoù"
– Ur miltamm ->http://laclassedelaurene.blogspot.fr/2010/04/jeu-pour-apprendre-construire-une.html] evit sevel frazennoù (e galleg).

Navigation