E kef ar wezenn velen

, par  Gwenn Vorc’h

E kef ar wezenn velen zo ur romantig skrivet gant Myriam Guillevic hag embannet gant Keit Vimp Bev.
An istor ? Emañ Lila e ti he mamm-gozh evit ar vakañsoù. En deun ag ar jardrin ez eus ur wezenn velen vrav, toull he c’hef. Un deiz ez a Lila e-barzh ar wezenn ha... n’eo ket ur wezenn evel ar re arall. Petra zo gwir, petra n’eo ket ? Petra zo en hunvre, petra n’eo ket ?
Skrivet gant ur yezh simpl, savet evel ur sorbienn hep bout ur sorbienn.

Evit mont pelloc’h ganti :

1) Ur c’houlennaoueg zo bet savet gant skolidi Gourin (56) (amañ edan).
Ma implijit an diell, trugarez deoc’h kas ho respontoù dezhe :

klas divyezhek
Skol Jean Rostand

Ru Brizeux
56110 Gourin

Kontant-bras e vo ar skolidi difaziañ ha kas ar respontoù deoc’h !

2) Un diaporama savet gant skolidi Langoned (56) evit kontañ an istor :
Amañ

3) Testennoù ha tresadennoù ijinet gant skolidi Langoned (56) a-ziwar an destenn orin (amañ edan).

4) Enrolladenn an destenn lennet gant Myriam Guillevic war :
E kef ar wezenn velen
.