Klask e klas ar re vras gant pezhioù-kudenn

, par  Gwenn Vorc’h

En arbenn ag un Dae Mat hag a zo bet bep bloaz etre 2009 ha 2014, e oa bet kinniget amprouennoù matematik evit klas ar re vras.

Lod ag ar poelladennoù a zo pezhioù-kudenn hag a c’hell bezañ implijet unan-ha-unan.

Afer zo lakaat ar skolidi dre strolladoù lies live 3 skoliad evit o lakaat da labourat.
Nend eus ket kalz a skridoù : klask ha kenlabourat eo ar pal.

Ar palioù zo :
* Gober matematik en ur zirouestlañ kudennoù, ha kaout plijadur.
* Talvoudekaat ar labour dre skipailh.
* Broudañ an diviz, gant arguzennoù sioul ha kendrec’hus.
* Lakaat ar skolidi da gemer o labour e karg (ar skolaer n’eo ket aze nemet evit broudañ ar vugale na gemeront ket perzh anezho pe evit lenn an urzhioù pa vez afer).

Alioù a bep seurt evit mont war-raok :
* Lenn an urzhioù 2 wezh hepken...
* Leuskel ar vugale da vout en arvar, da glask, da vezañ lakaet diaes : cheñch a ray o emzalc’h a boelladenn da boelladenn.
* Lies live e tlea bezañ ar strolladoù, met ne faota ket ma vo re vras ar c’hemmoù etre ar vugale (live matematik, emzalc’h) ; mod arall e c’hell chom bugale zo hep kemer perzh.
* Ar skolaer a c’hell sellout ouzh ar strolladoù oc’h labourat ; dreist-holl a- zivout ar c’henlabour pe ar bevañ asambles.

Navigation